Ar c'hont Carlo Gozzi, ganet e 1720 e Venezia ha marvet e 1806 e Padova, zo ur skrivagner italian hag a savas un toullad pezhioù-c'hoari.
Ganet e oa en un tiegezh a ouenn uhel, met dle a oa kouezhet war chouk e dad, ma rankas ar mab klask fred. Da c'hwezek vloaz ez eas da soudard, ha tri bloaz e chomas e Dalmatia.
Distro da Venezia e krogas da embann pezhioù-c'hoari flemmus.
War an diskar e oa giz ar c'homediennoù italian mod kozh, ar c'h-commedia dell'arte a veze c'hoariet e-pad ouzhpenn tri c'hantved, ha bleuniañ a rae dramaoù Pietro Chiari hag oberennoù Carlo Goldoni, war batrom ar c'hoariva gall.